Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223

Ê va brassa dezir bea mignon deàn ;
Ha p’am ped da livra deàn en bêr termen
Ar pêvar mab Emon, e voall adversourien,
Deus a greiz va c’halon m’en em oblij da ze,
Moyenant ma talc’ho fidel d’e bromesse.
En plenen Vocouleur vo ar plaç assinet
Ma o rentin varc’hoas o fêvar disarmet,
Sepet da viana hepqen o c’hlezeyer,
Brancou glas en o dorn vit m’o hanavefer ;
Pa vint rentet eno er guis-se disarmet,
Ec’h allo Charlamagn êzet o c’hemeret.
Cetu aze ar pez am boa c’hoant da scrifa :
Deut amàn, Secretour ; me a ya da sina.

Da Ripus, pehini a antre :


Clêvit, Ambassadour ; lavarit d’ar Roue
Penos e ràn peb tra hervez e volonte.
Deit... cetu va lizer : m’ho ped d’e rêi deàn.
Accomplisset e vo ar pez a zo ennàn.

Ripus.

Me ho trugareca, Roue nobl ha güirion ;
Pa e meus va mennat ê joaüs va c’halon :
Me a ya da annonç qementse d’am Roue.
Adieu dêc’h eta, Sir, gant peb humilite.

Sortial a ra, hac ar C’homtet a antre.


Yon.

C’houi oc’h eus, Autrone, roet conclusion
Ma vije trahisset ar pêvar mab Emon ;
Rac-se e cunduoc’h Renod hac e vreudeur
Varc’hoas vardro creiz-de da blenen Vocouleur :
Eno e rêi Charles neuze da ambusqi
Eun daou-c’hant den armet evit o assommi.

Ar C’homt Anton.

Ia, Sir, ni rêyo evel a leveret,
Hac ar ganfardet-se a vo sur attrappet.