Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228

Hac ho rento captif etro pad ho puez :
Er c’hontrol, mar qirit dont d’o livra deàn,
E vo sur ho mignon, me en tou dêc’h amàn,
Hac e teuy da gresqi c’hoas ho couarnamant
Demeus a eur brovinç a roy dêc’h a bresant.

Yon a goe casi semplet, hac a lavar :

O qêlou maleürus, horrubl ha violant !
O Doue, va C’hrouer, na pebes nec’hamant !
Eus e glêvet ez òn rentet dall ha bouzar,
Ha ne meus qet a nerz da chom var an douar.
Possubl ve, va Doue, e ven-me qen ingrat
Ma teufen da renta an drouc evit ar vat !
Dont da vea traitour a ve din horrubl mez,
Nep en deus delivret din va Rouantelez !
Né dalfe qet e nac’h, ho peach, va mignon,
En deus scòet eun tol marvellus em c’halon.
Ho comzou zo garo, violant, divergont ;
N’en dê qet tra facil rêi dêc’h bremàn respont.
Rac-se ho suppliàn, Autrou ’n Ambassadeur,
D’en em gavet aman vardro diou pe deir heur,
Mac’h allin, consulti ervat va afferiou,
Ha me roy dêc’h respont ebars en bêr gomzou.

Ripus.

Var ze, Roue Yon, me ya da zortia.
Adieu a lavaràn, qen a vo-ta bremâ.

Yon.

O qelou horerus, inhumen ha barbar !
Me a garfe bea en calon an douar,
Rac neuze ne ven qet en obligation
Da oblija Charles eneb mibien Emon.

Goustard.

Sir, inutil ê dêc’h donet da zeplori :
Hervez medi ’n affer ê ret deliberi
Petra zo da respont d’ar Roue deus a Franç :