Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227

Penos ê Charlamagn er Gascogn antreet
Evit livra combat d’ar pêvar mab Emon ;
Mar dê güir qementse, ô pebes rann-galon !

Goustard.

Assurit, va Roue, ze a zo güirione ;
Biscoas ne voe güelet eun terruploc’h arme
Evel zo er Gascogn abaoue tri devez,
Hac a zo, a glêvàn, d’an Ampereur Charles.
Laqet ê ar siech var castel Montoban ;
Me gred en bêr amzer o devo aneàn
Renod hac e vreudeur hac o c’hender Mogi.
Daouest eta penos e vo an disparti :
Diouz a c’hoarveo em bo qeuz da Renod...
Mes me a vel o tont d’hor c’havet eun herot.

Ripus.

Salud, Roue Yon, a C’hascogn Souveren,
Me deu d’ho caout abeurs Roue ar Francisien,
Evit lavarat dêc’h eun dra ne ouzoc’h qet ;
N’ho po qet calz a joa me gred eus e glêvet.

Yon.

Autrou ’n Ambassadour, me zo ho servicher ;
Lavarit ho peach ebars en langach bêr.

Ripus.

Ne douetan qet, Sir, penos oc’h eus clêvet
Ez ê ar Roue Franç er Gascogn antreet
Evit rêi ar brezel da vugale Emon,
O deus en offancet dreist muzur ha rêson.
Rac-se òn deputet bremàn, Roue Yon,
Da zonet da ober dêc’h eur sommation :
M’ho po-u da renta d’ar Roue deus a Franç
Ar pêvar mab Emon en brassa dilijanç.
Ma ne rït an dra-ze, en deus touet penos
Ne lezo birviqen ac’hanoc’h en repos ;
E teuy d’ho chasseal deus ho Rouantelez,