Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226

Rac-se ho teputàn evel eun den fidel
Da vont bremâ-zouden bete ’r guær a Vourdel
Evit, demeus va feurs, lavarat da Yon
Ma na gar renta din ar pêvar mab Emon
En deus bet repuet ebars en e zouar,
Me en tou dre va sceptr, me rêi deàn glac’har,
Rac me er chasseo deus e Rouantelez,
A deuy d’en exila epad e oll vuez.
Mes mar car o renta em pouvoar, me bromet
E vo Yon ha me hon daou güir vignonet :
Me stago eun duche deus e Rouantelez,
Ma car dont da ober hervez va bolontez.

Ripus.

Roue nobl ha vaillant, gant joa vras em c’halon
Me rêi en ho reqet prest ar gommission ;
Rac ma nê qet Yon realamant traitour,
Ec’h alfe renta dêc’h certen hoc’h adversour.
Mes qent se gouscoude bea a meus douetanç
Abalamour ma eus entreze alianç,
Marteze e rayo Yon difficulte
Da accepti rêi dêc’h ho coulen, va Roue.
Mes anfin, me glêvo petra a lavaro.
Adieu dêc’h, Autrone ; qen a vo en distro.

Charlamagn.

Ha ni en em dennomp, va zud, d’hor pavillon,
Da c’horto ar respont hor bo digant Yon.

————

Pêvarvet Dialog.

Ar Roue Yon, eur Paj, eur Secretour.

Yon.

M’ho ped, va Secretour, va mignon qer Goustard,
Deut da anzao ouzin ha ne ve qet couard,
Hac én a zo güirion eun dra a meus clêvet,