Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229

Ennes zo eun affer demeus a importanç.

Yon.

Clêvit, va Secretour, me ho ped da vonet
Bremâ-zouden vatan da gavet va C’homtet ;
Ha grit dê dont ganêc’h ractal en dilijanç,
Rac c’hoant am eus da gaout gante eur gonferanç.

Goustard.

Ia, Sir, me rêi ze en ho contantamant :
Me ya da bartial bremàn bars en instant.

Yon.

Me ho ped, va Fajet, pa omp hon tri amàn,
Da zont da lavarat hoc’h avis din bremàn,
Petra meus da ober demeus ar seurt qêlou ;
Mar trahissàn Renod em bo calz hirvoudou.

Ar C’henta Paj.

Ne gredàn qet e ve den, Sir, Roue Yon,
A rofe dêc’h conseill da ober trahison,
Dreist peb tra da Renod zo ho qar aliet,
Hac en deus servich vad, va Roue dêc’h rentet.

Goustard a sorti, hac a antre eur moment
goude gant ar C’homtet.


————

Pempet Dialog.

Ar Roue Yon hac e suit a antre, hac a lavar :

Autrone va C’homtet, avancit ho paziou,
Me meus da gonferi ganêc’h eur goal guêlou,
Pehini a gonsist en ruin mibien Emon,
P’otramant va hini, n’e zeus qen qestion.
Ar puissant Charlamagn, Ampereur ha Roue,
En deveus digasset eur c’hannat em bete,
Hac en deveus roet din eur sommation,
Ma na garàn renta ar pêvar mab Emon
Ebars entre daouarn an Ampereur Charles,