Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/233

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223

Evit m’elje an oll tro vardro e velet.
Roland hac Olier o devoe bolonte
Da vont ebars er c’hoad da ober eur chasse.
Renod hac e vreudeur, entro pad o absanç,
O deus hon attaqet gant qer bras violanç,
Anfin m’o deus dre nerz an dragon anlevet,
Ha ni bet oll en poent da vea qemeret.
Cetu aze ’r sujet, Impalaer puissant,
Ma ê qer glac’haret ho niz ar Prinç Roland,
Ha ne gredfe biqen dont sur en ho presanç,
Hep bea goulennet diganêc’h assuranç.

Charlamagn.

Petra dal din bea Ampereur ha Roue ?
Nemet an eil maleur ne meus var eguile.
Pa zònjan insolanç Renod, an den impi,
Ne dalfe qet e nac’h, e fell din connari.
Possubl ve, va Doue ! penos eur veach c’hoas,
N’ho pe qet madelez da ober din ar c’hraç
Da zont d’en em venji deus a vibien Emon,
Pere ne reont din nemet confusion !
Va mignon Idelon, lavarit da Roland
Dont d’am c’haout hep dale en penn e rejimant :
Assurit aneàn e meus er pardonet,
Mes gant ma vo furoc’h en amzer da zonet.

Idelon.

Ia, Sir, me ray ze, ne vo nep manq abet.

Sortial a reont.


————


Eilvet Dialog.

Roland hac e Officerien.

Idelon.

Qêlou mat zo, Roland, deus abeurs hoc’h eont.
Rac-se, deut d’e gavet, me ho ped prest ha pront ;