Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224

Me gred en deveus c’hoant da ober conferanç,
Rac se-ta deut d’e gaout m’ho ped gant dilijanç.

Roland.

Demp-ta buan, va zud, da gomz eus ar Roue,
Rac aon dont d’e facha, en eur dont da zale.

Roland a barti da vont da c’houlen pardon eus e Eont.


————

Trivet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Roland.

Pardon a c’houlennàn, va Eont admirabl :
Me a anzav va faut, me voar ez òn coupabl
Da vea dilezet ganén va rejimant :
Mes me a bromet dêc’h, Impalaer puissant,
E vin certen furoc’h en amzer da zonet,
Eguet ma òn-me bet en hini tremenet.
Atao e meus clêvet tud fur e lavaret :
Goella sqient a zo ê ar sqient prenet.
Mar en deus grêt Renod din eun tol friponach,
Me dacho d’e bêa, rac me n’on qet eul lach,
Mar en devoa dezir da guemer va dragon,
E tleye en essât pa voan em pavillon,
Ha nonpas e guemer dre eun tol lachete ;
Hoguèn me en tou dêc’h, me bêo deàn ze.

Charlamagn.

Evit ar veach-màn oc’h excusàn, va ni ;
Gouscoude eur vech all ne vit qet disourci ;
Bras oc’h disenoret gant bugale Emon,
O vea mo deveus anlevet ho tragon.

Fouqes.

Ampereur Charlamagn, ha c’houi, Tadou a Franç,
Me lavaro eun dra gant calz eus a grevanç,
Penos e meus aon bras ne alfomp birviqen