Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222

Ar gambr ma voe sinet ar c’homplot infernal
A voe rentet qen du evel eur chiminal,
Evit disqüez d’an oll, dre exempl evidant
Ne dleer birviqen güerza an innoçant.

Cetu ar Bempet Act amàn, Auditoret,
Me ho ped da exerç c’hoas ho paciantet,
Ha ni rêi hor possubl vit ho renta contant :
Mont a rêr da gommanç ebars en eun instant.


ACT V.


Quenta Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Arça, va mignonet, pa omp n’em disqüizet,
Demp-ta bremàn da glasq ar plaç hac an andret
Pehini a ve propr da repos hon arme :
Tostaomp-ta da gaout va niz Roland ive :

Güelet a ra an dragon var castel Montoban,
hac e cri gant joa :


Ra vo ta ar moment hac an heur beniguet
Ma ê var ar bed-màn va niz Roland ganet !
Qemeret ê gantàn castel caer Montoban,
Rac me vel e zragon var an dourel bremàn.

Idelon.

O Sir ! ar c’hontrol ê zo sivoas c’hoarveet :
Ho niz, ar Prinç Roland, a zo bras glac’haret,
Balamour d’eur maleur zo êruet gantàn.
En de coulz hac en nôs ê glac’haret bremàn.

Charlamagn.

Petra zo c’hoarveet ? Lavarit, va mignon.

Idelon.

Me lavaro dêc’h, Sir, gant ho permission.
Goude bea ganemp savet ho pavillon,
Vit ma vije güelet gant oll bobl ar c’hanton,
E plantjomp var ar beg hon dragon alaouret,