Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221



PEMPET PROLOG.

————


Compagnunez santel, vertuus ha discret,
Me ho ped da excerç c’hoas ho paciantet,
Hac e velfoc’h ar suit demeus an Dragedi,
Nemet ne rafen dêc’h re demeus a anui.
Güelet och eus dija Renod an den vaillant
E c’hoari dilijant eun tol brao da Roland,
Qen a voe qer mezus rentet Roland gant ze,
Ne grede qen certen mont dirac ar Roue.
Mar boe trompet Roland gant bugale Emon,
Pa vel var Montoban exposet e zragon,
Ar Roue Charlamagn a voe guyê, d’am avis,
O sònjal o devoa grêt e dud vaillantis.
Pa glêvas Charlamagn gant ar Prinç Idelon
E voa êt an dragon gant bugale Emon,
E voe qen dispitet, qer connaret certen,
Ma sònjas er moment qüittat e gurunen.
Alafin e c’houlen avis eus e Brincet
Petra voa da ober eus eur seurt coqinet ;
Ma ne alje qet dont d’en em venji oute,
E touas breffamant e colje e vue.
An oll en general a roas o avis
Evel ma ententent, pepini en e c’his.
Ma conclujont neuze en o ompinion,
Nonpas c’hoari dre nerz eus bugale Emon.
Goude calz a guzuill e voe deliberet
E c’hoarijent subtil eus o enemiet.
Gouzout a rit ervat penos Renod-Emon
En devoa eureujet c’hoar ar Roue Yon ?
M’o devoa ar soupçon, darn a dud ar Roue,
E vije sur Renod souveren varneze.
Rac-se e conseilljont ar Roue a C’hascogn
Da zont da drahissa ar pêvar mab Emon,
En eur livra anê d’ar Roue eus a Franç,
Ha clasq o revina, hep caout nep conscianç.