Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/230

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220

Ne voa qet ho tragon var castel Montoban.

Roland.

Petra rin-me bremàn ? lavarit, Olier ;
Me meus aon na goein, allas ! en disesper ;
Pa zònjàn bars en dro zo c’hroariet din-me,
Ne gredin birviqen mont dirac ar Roue.

Olier.

Ret ê n’em gonsoli, va c’hamarad fidel :
Qement-màn a zo oll fortuniou ar brezel.
Ha ne ouzoc’h-u qet nep a heuill an arme
A zo hirio o coll ha varc’hoas o c’hone ?

Roland.

Anfin, crena a ràn gant ar vorc’het ha spont.
Penos n’em bresantin-me dirac va Eont ?

Ripus.

Hoc’h Eont a voar ze qercoulz hac ar re-all,
Penos en qement-màn eus chanç dreist-ordinal ;
N’em gonsolit, Roland, me ho ped evit se :
Grêt e vo hoc’h accord en qever ar Roue.

Roland.

Me ho ped humblamant, Autrou Comt Idelon,
Dre ma oc’h den fidel ha d’am Eont mignon,
Da vont, me ho suppli, da lavarat deàn
Penos ê c’hoarveet ganén ar maleur-màn.

Idelon.

Autrou ar princ Roland, p’am deputit da ze,
Me rayo hoc’h accord en qever ar Roue ;
Rac-se n’em gonsolit, Roland hac Olier,
Me rento dêc’h respont hep dale pell-amzer.

Roland.

Ha ni en em dennomp en plaç ar pavillon,
Da c’hostos ar respont en devo Idelon.


Fin eus ar Bêvare Act.