Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/229

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219


————


Nontecvet Dialog.

Roland, Olier, Fouqes, Ganelon, etc.

Roland.

Me lavar, Olier, e zeus grêt eur burzud :
Me gred ê Montoban qemeret gant va zud,
Rac me vel va dragon plantet var ar c’hastel :
Ar vech-màn, m’en assur, ê achu ar brezel.

Olier.

Ar c’hontrol ê zo grêt, em eus aon, va mignon,
Rac cetu d’an douar laqet hor pavillon.

Fouqes.

Lavarit, Autrone Roland hac Olier,
Ha c’houi oc’h eus tizet nemeur eus a gibier ?
Mad ê bet ho chasse, me gred en güirione,
Mar tal ar pez oc’h eus collet amàn hirie.

Roland.

Petra zo c’hoarveet ? Lavarit, Ganelon.

Ganelon.

N’el lavarin qet dêc’h. Ha c’houi vel ho tragon
Zo laqet gant Renod var castel Montoban ?
Souezet vo ar Roue pa velo aneàn.

Roland.

Penos, tud execrabl ! Fouqes ha Ganelon,
Hac oc’h eus bet lezet anlevi va dragon !...
Me am boa confiet ennoc’h va rejimant ;
Mes c’houi vo punisset, poeltronet insolant.

Fouqes.

Eun den pa ve forcet n’en deus qet a lezen.
N’hor boa sourci abet demeus an draitourien
P’o deus hor surprenet etal ar pavillon ;
Ni zònje voamp maro oll hep remission.
Ma carjec’h bea bet ganemp chommet amàn,