Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
218

Bea n’em deguizet dre art ar sorcères,
Laeret curunen aour an Ampereur Charles ;
Qementse a disse coustout dêc’h ho pue :
N’oc’h eus qet a respet evit tud ar Roue !

Guichard.

Da betra respecti an nep n’hon respect qet ?
N’ouffe qet ober demp goass eguet en deus grêt,
Ha c’houi, poeltronet fall, divoallit ho croc’hen ;
En em renta ranqit, pe ferm en em difen.

Commanç a ra ar gombat.


Galeran.

En em zicouromp mat, m’ho ped, va mignonet,
Pe ez omp en danjer da vea qemeret.

Renod.

Alòn, va mignonet, redoublomp a gourach ;
En em renta rancont, pe c’hoari poeltronach.

Galeran.

Ra veo milliguet Roland hac Olier,
Na deuont d’hor sicour p’hon eus brassa affer.

Richard.

Vit disqüez da Roland e meus er bisitet,
Me zigaço ganén e zragon alaouret.

Discar a ra ar pavillon, hac e tigaç an dragon gantàn.
Ar musiq a c’hoari evit annonç an triomph.


Galeran.

Oh ! tud abominabl ! lest ganemp hon dragon,
Ha ni yêlo ganêc’h assur evit rançon.

Richard.

Ne zeus rançon ebet evidoc’h, poeltronet ;
Hoguen me vel ervat penos ez oc’h scarzet.

Ar Francisien en em zoveta.


Renod.

Evit hor plijadur hon eus grêt qement-màn :
Demp oll joaüssamant da gastel Montoban.
Eno pa vimp rentet ni blanto an dragon
En eur plaç hac a rêi da dud Charles eston.

Renod a boz an dragon var castel Montoban.