Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201

Da veva en doujanç ha carante Doue.
Pratiqit ar vertu ha tec’hit ar pec’het,
Hac e yêloc’h er fin da bales an Drindet.
Me a ya d’ho lezel en peoc’h hac en repos ;
D’ar guær eus a Vourdel e fell din mont fenôs.
Adieu, va c’hoar, va breur, ha c’houi oll, Autrone,
Doue d’ho qendalc’ho oll en prosperite.

Renod.

Ah ! Roue deboner evel eur Salomon,
Ma ve permetet din disqüez dêc’h va c’halon,
C’houi a velfe enni gravet ar garante
A meus-me evidoc’h, va Frinç ha va Roue.
Güir ê, me voar ervat, ne oufen qet james
Dont da zatisfia avoalc’h d’ar vadelez
Oc’h eus, Roue vaillant, evidòn disqüezet,
Hep bea gouscoude en nep guis meritet ;
Mes me a bromet dêc’h, ha va breudeur ha me,
Ha qement den a zo demeus va oll ligne,
A zo en ho servich en heur ma c’houlenfet.
Adieu eta dêc’h, Sir, dre garante barfet.

Clera.

Adieu, déc’h, va Roue, va breur qèr ha güirion,
Me ho trugareca deus a greiz va c’halon
Demeus ho madelez da vea procuret
Din-me sur eur fortun zo meurbet d’am soùet.

Richard.

Adieu, Roue vaillant ha carguet a furnez,
Ni ho trugareca demeus ho madelez
Da vea repuet ac’hanomp en ho prô ;
Mes, mar hon implijit, ni ho satisfio.

Yon.

Adieu, compagnunez, ebars en jeneral.

Guichard.

Ha dêc’h-u ive, Sir, gant eur galon loyal.

Ar Roue Yon hac e suit a zorti.
Mogis hac e guendervi a antre.