Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202


Mogis.

Pa velàn sortiet e dud hac ar Roue,
Me meus da gonta dêc’h eur c’hêlou a neve ;
Rac gout a rit penos e c’houn dre va ardou
Qement qêlou a zo er Rouantelezou.
Me lavar dêc’h penos er guær eus a Baris
E zeus bremàn rancontr da ober vaillantis :
Ar Roue Charlamagn a ra en bêr termen
Assigna assambles e oll Chevalierien,
Ha neuze e laqay ebars en penn al lis
E gurunen gaer aour da guenta evit pris :
Da choas marc’h da Roland e ra Charlamagn ze
Me gred ar marc’h Boyard a blichfe d’ar Roue.

Renod.

Lavarit din, m’ho ped, va c’hender qer Mogi
Ha ni a risq netra evit antrepreni
Mont ive da Baris evit ar gurunen ?
Boyard e goneo, ha nonpas marc’h all qen.

Mogis.

Ia sur, va c’hender, me a bromet dêc’h ze :
Mar carit c’houi ho po curunen ar Roue,
Evit diçqüéz ervat d’e varonet ene
E màn mibien Emon c’hoas ebars en bue.

Alard.

Eun dra difficil bras sur a antreprenet ;
Mar deomp da Baris e vimp anaveet.

Mogis.

Orsus ne c’houlennàn nemet Renod ha me
Hac ar marc’h caer Boyard da ober an dra-ze,
Evit caout curunen an Ampereur Charles,
Hac ober deàn c’hoas confusion ha mez.
Boyard a ranq qenta bea livet en güen,
Me ho crêyo yaouanq ha me vo ancien ;
Pa viomp evelse hon tri oll deguizet,