Nep zo adversour dêc’h a zo din-me ive.
Charlamagn.
Ne c’houlennàn ouzoc’h nemet eun dra, va ni :
E rofoc’h din sicour da zont d’en em venji
Deus a vibien Emon o deus va offancet
Ebars en eur fêçon a zo choqant meurbet.
Roland.
Ma plijfe gant Doue em be-me ar faveur
Da gavout dre rancontr Renod hac e vreudeur,
Me a izellafe dêze o arroganç !
Lavarit din hac int a zo bepret en Franç.
Richard a Normandi.
Ne medint qet en Franç, a ze hoc’h assuràn ;
Daouest pelec’h e maint en em guzet bremàn ?
Roland.
Nemet êt vent en ên p’en calon an douar,
Me dizo sur anê eun tu, ne laqit mar.
Me a meus pell a zo clêvet comz aneze ;
Terrupl e ven joaüs d’en em approu oute.
Charlamagn.
Sortiomp eus ac’hann, Autrone va Frincet,
Hac ît da brepari pep-hini e roncet ;
Hast a meus da velet o redec assambles
Qement marc’h courajus zo em Rouantelez.
Ar Roue a zorti, hac e dud a ya da brepari o c’hezec.
————
Daouzecvet Dialog.
Ar Roue Yon hac e suit a antre, hac a lavar :
Bremàn, va c’hoar Clera, cetu c’houi eureujet
D’eun den ar puissanta a guement a gafet,
Hac evit argoulou qemerit Montoban,
Unan a vrava plaç a gafet er vrô-màn ;
Rac-se ho suppliàn an eil hac eguile