Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/209

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199


Charlamagn.

Hep mar, Olier guèz, comz a rit gant rêson :
Me approu ho comzou evit conclusion.
Rac-se e commandàn d’am oll gavailliri,
Qercoulz demeus a Franç vel deus an Itali,
D'en em gaout var al lis da redec assambles,
Ma velin qement marc’h zo em Rouantelez.

Da Roland, pehini a antre.


Ah ! va niz qèr Roland, va brassa esperanç,
Diouzoc’h e tepant ar gurunen a Franç :
Lavaret a zo din ne vanq dêc’h netra qen
Nemet eur marc’h a ve suffisant d’ho touguen ;
Rac-se bremâ-zouden e meus grêt eun edit
Ma vo choezet eur marc’h dign demeus ho merit ;
Rac qement Chevalier zo em Rouantelez
A velfoc’h var ar plaç e redec assambles ;
Rac me deuy da laqat ebars en penn al lis
Va c’hurunen en aour, ha nonpas qen seurt pris ;
Ha qenta Chevalier a dizo aneàn,
Mar dòn Roue a Franç, me en royo deàn.
Mes evit caera marc’h a velin var al lis,
M’er preno dêch, Roland, n’eus fors evit pe bris.

Roland.

Impalaer puissant, Monarq ar Francisien !
Ne veritis biscoas na ne rin birviqen
Digant ho Majeste qement a vadelez
Evel oc’h eus din-me disqüezet alies.
Hoguen me en toue, en fe a Chevalier,
Va c’horf ha va bue, va madou en antier
A zo en ho servich eus a greiz va c’halon :
Me garfe renta dêc’h peb satisfaction.
Rac-se-ta, va Eont, mar deus den er bed-mâ
A ve qen insolant bet d’ho tisoblija,
Me a zo prest da vont d’en em venji anê :