Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198

Pa voe an diou arme rentet a bep coste,
E saillas varneze evel eul leon goe,
Hac e yas e-unan da gaout e enemi.
Biscoas n’em boa clêvet eur seurt estlam ha cri
Evel a voa dre oll el lec’h ma tremene,
Gant ar Sarazinet o c’houlen o bue.
Rac me en assur dêc’h, hac a deo hac a glêi
E laze anêze gant arrach eus eur blêi.
Dre’ lec’h ma tremene e coeent a zruillou :
Ar plaç a voa rentet evel plaç al loeou.
En eur guir, me lavar, mar domp bet trionfant,
Ec’h attribuomp ze da vaillantis Roland.
Me lavar dêc’h eun dra hac a zo güir avoalc’h :
Ma ve c’houi a elfe cavout deàn eur marc’h
Hac a ve suffisant ha capabl d’e zouguen,
Ec’h alfec’h disfia hoc’h oll adversourien.

Charlamagn.

Ah ! pebes jouissanç zo ebars em c’halon
E clêvet ho comzou, Olier, va mignon !
Rac conclui a rit, hervez m’ê hoc’h avis,
Penos ne zefot qen nemet eur marc’h d’am niz
Evit bea eur vech capapl da zistruja
Qement seurt adversour a meus var ar bed-mâ ;
Hoguen en pé fêçon, lavarit franchamant,
E vo choazet eur marc’h convenapl da Roland.

Olier.

Me rêi dêc’h conseill vad varze bremâ-zouden.
Noc’h eus nemet qemen hoc’h oll Chevalierien,
Ha lavarat dêze penos oc’h eus calz c’hoant
D’o güelet o redec oll d’ar vouled arc’hant,
Ha mar carit ive attribui eur pris
D’ar c’henta Chevalier a vo en penn al lis,
An nep en deus marc’h mad en disqüelo neuze,
Hac e refoc’h ho choaz evelse, va Roue.