Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/207

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197

Ar pez hor boa-ni, Sir, prometet da ober.
Rac-se va Ampereur, hac hor pedi a ras,
Red vo e vadei, rac demp er prometas.

Charlamagn.

Va mignon Olier, Prinç nobl ha jenerus,
Glac’har zo em c’halon o rancout ho refus ;
Goulennit, me ho ped, diouzin eun dra all,
Rac evit Escofort n’en dê qet den leal.
Me meus-èn aprouvet certen en meur a dro ;
Mes pa meus-àn tizet, bremàn ni a gonto.
M’ho ped, va niz Roland, laqit-àn er prison,
Ha pa allimp vaqi, ni glêvo e rêson.

Escofort.

Be a meus peadra da bêa va rançon :
Roit din diana Paris evit prison.

Roland.

Va Eont, me rayo prest ho commandamant :
Deut eta, Escofort, d’ar prison prontamant ;
Ze ne ampecho qet hac Olier ha me
Na dachfomp, mar gallomp, m’ho po ho liberte.

Mont a ra d’ar prison.


Charlamagn.

Lavarit din, m’ho ped, Prinç vaillant Olier,
Dre ’r pez ma meus ennoc’h fianç particulier,
Ar virione dirac Va Baronet ha me :
Penos n’em gomportet Roland bars em arme ?
Hac én ’ deus disqüezet e vo sur eur veach
Eur Chevalier vaillant ha den eus a gourach ?

Olier.

Me lavar a dra sur, Impalaer puissant,
Penos n’en dòn qet dign da gomz eus a Roland.
Aboe ma ê crouet hac ar bed hac an ên,
Ne voe güelet eun den qer courajus hac én ;
Rac temoignet en deus en calz a fêçonniou
Ez ê favorizet memes deus an ênvou.