Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196

Laqet eun niver bras dioute da neant,
Ha rentet o Roue da vea tributer
Entre ho taouarn dêc’h evelse prisonier.

Oger-Danoa.

Ra vo da virviqen an heur vad beniguet
Ma oc’h, princet yaouanq, var ar bed-mâ ganet ;
Rac c’houi ê a gredan evit sur vo ar re
A deuyo da laqat ar Franç en liberte.

Escofort, Prinç Sarazin.

Ampereur Charlamagn, pa òn en ho pouvoar,
Me zo ho prisonier, allas ! bremàn m’er goar,
Hac a anzav ive e meus bet domajet
Alies a veach calz eus ho sujedet ;
Evit se gouscoude e meus an esperanç
Ho po ar vadelez, Monarq bras eus ar Franç,
D’am receo en ho craç, va sujedet ha me,
Hac e promettan dêc’h enpad va oll bue
Ni deuyo d’hoc’h hanzav evit Superieur,
Hac e pêfomp tribut bep bla dêc’h, Ampereur ;
Me bromet ouspen ze ive da virviqen
E teufomp da lezel en peoc’h ar gristenien,
Ha va oll dud ha me a vo sur badeet,
Mar roit ar c’hraç-màn, Ampereur redoutet.

Charlamagn.

Pa ve louarn er pech e lavar familier
E lezel da vont qüit, ne zebro mui a yer.
C’houi lavar, Escofort, bremàn pa oc’h tizet,
Penos ne voaldretfoc’h mui ar gatholiqet :
Güir mad a lavarit ; me ampecho ze dêc’h,
Rac re a affrontchou a meus bet diganêc’h.

Ar Chevalier Olier.

P’oe rentet Escofort d’ar Prinç Roland, honi,
E pedas ac’hanomp gant peb seurt courtoasi
Da bedi ac’hanoc’h d’en trêti gant douçder,