Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/205

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195

Ne velàn qet ive e vent êru d’ar guêr,
A voa êt da Gologn evit rêi ar chasse
D’ar bayanet a voa o tistruch ar vrô-ze.
Gant se, òn poanniet bras pa n’o güelàn êru :
Me varvo gant glac’har, ma n’êruont diouz-tu.

Nêm.

Evit mibien Emon me bromet dêc’h ervat
Oc’h eus ar veach-màn rentet en eur goal stat ;
N'o deus qet a bouvoar da ober insult dêc’h,
Na den n’o repuo, m’oc’h assur, en nep lec’h ;
Ha dre ar voyen-ze e vint sur oblijet
D’en em zoumeti dêc’h, Ampereur redoutet.
Ouspen, ho niz Roland hac ar prinç Olier
Ne vint qet ar goassa ebars en nep qartier.
Tud just int, zo capabl da zifen o bara ;
Nep n’em froto oute ne c’honeo netra...
Mes m’o güel oc’h antre pa gomzen eus anê,
Hac eun den robust bras da brisonier gante..

Antreal a reont gant o frisonier.


Charlamagn.

Ah ! daou Brinç jenerus, deut mat sur ra veet.
Mes, piou ar payan-ze oc’h eus-u qemeret ?

Roland ar Fürius.

O Monarq redoutet ! va Eont, va Roue,
Ni a c’houlen pardon digant ho Majeste,
Mar domp bet neglijant da laqat en effet
En urz an ordrenanç ho poa demp-ni rôet ;
Mes dre vouir Brovidanç zo bet demp favorabl,
E credàn hon eus grêt eur veach profitabl ;
Rac ar bobl a Gologn a voa persecutet
Cuntinuelamant gant ar Sarazinet,
Hac hon eus bet ar c’hraç, a drugare Doue,
Da laqat rën ar peoc’h c’hoas e bars o c’hontre.
Ni hon eus chasseet ar bayanet mechant,