Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/204

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194

E màn en ho pouvoar, mar carit consanti,
Rêi deàn recompanç deus e zervich rentet :
E vrassa dezir ê dont d’ho caout da bried.

Clera.

Allas ! me zo indign deus eun enor qer bras
Da eureuji d’eun den qer courajus, sivoas ;
Gouscoude mar dê ze lavaret gant Doue,
Me a zo prest bepret da heuill e volonte.

Renod a dosta eus Clera hac a lavar dêi :

Ha me, Princes yaouanq, a lavar memes tra.
Pa òn bet inspiret evit dont d’ar vrô-mâ ;
Da zervicha Yon demeus va oll bouvoar,
Ho possedi, Clera, a ve va brassa gloar.

Yon.

Grêt clos an demezi, me a vel ze dija ;
Demp eta d’an ilis gant calz demeus a joa,
Gant pep solanite ma vint ta eureujet ;
Ha neuze ni yêlo gant enor ha respet
Da gundui anê da gastel Montoban,
Elec’h ne vanqo dê netra oll er bed-màn.

————


Unnecvet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Charlamagn.

Me lavar dêc’h amàn, Princet ha Baronet,
E meus calz a chagrin hac òn goal dispitet
En defot ne allàn qet dont d’en em venji
Eus a vibien Emon hac o c’hender Mogi.
Me a zònje penos pa voaint assiejet
En castel Rochefort, e vijent qemeret ;
Gouscoude o deveus grêt moyen d’en em denn :
Ne dalfe qet e nac’h, ret e vent sorcerien.
Neuze va niz Roland hac ar prinç Olier