Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193


An Eil Paj.

Roue nobl ha vaillant, gant joa vras em c’halon,
Me rêi en ho reqet prest ar gommission,
Rac me gred ar Brinces pa glêvo ar sujet,
Me hoc’h assur ervat e vo rejouisset.
Me ya da bartia ractal, pa ê ho crad ;
Credi a ràn e teuy ganeme troad-eus-troad.

Mont a ra da vit ar Brinces, eun nebeut
goude ec’h antre ganti.


Renod.

Salud, Princes yaouanq, gant carante barfet.

Clera.

Ho servicherez humbl, Chevalier redoutet.

Yon.

Arça eta, va c’hoar, cetu aman ar re
O deus hon delivret, a drugare Doue,
A dre daouarn Bourgogn hac ar Sarazinet,
O devoa en antier ar vrô-màn revinet ;
Spicial Renod, a zo ar c’habiten,
En deus bet qemeret Bourgogn e-unan crenn,
Ha rentet aneàn em domination ;
Rac-se lavarit din ho resolution,
Peseurt anaoudeguez en deveus meritet :
Just ha rêsonabl ê e ve recompancet.

Clera.

Ne gredàn qet e ve, hervez va fantazi,
Netra oll er vrô-màn dign d’e recompanci.
Den na ell lavarat certen en güirione
An desolation hac ar c’halamite
A voa grêt er Gascogn gant ar Sarazinet ;
Hac ê Renod vaillant en deus hon delivret !
Rac-se ne oufen qet petra ve suffisant,
Dign de recompanci ha d’e renta contant.

Yon.

N’en dê qet difficil, va c’hoar, e gontanti :