Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/202

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192

Evidomp da vea banisset eus ar Franç.

Yon.

Ah ! va mignonet qer, ne gomzit qet a ze ;
Ne douetàn tam ebet deus ho fidelite ;
Hoguen eta, Renod, dre ma oc’h va mignon,
E-meus c’hoant d’ober dêc’h eur broposition
Amàn en ho presanç ha dirac ho preudeur ;
Me en disclêrio dêc’h hep arrêti nemeur.
Qen charmet ê an oll ganêc’h-u er vrô-mâ,
Balamour d’ho courach, ha me deus ar c’henta,
M’o deus eun dezir bras oll demeus a eur voez
E rafac’h ho fortun bars em Rouantelez,
Abalamour ma oc’h tud vaillant, redoutet,
Ha capapl d’hon difen eus hon enemiet.
Rac-se-eta, Renod, mar carit consanti,
Me a meus concluet da zont d’ho temezi
Da Glera, va c’hoar bropr, eur Brinces ar gaera
Zo bet ganet biscoas, m’en assur, er bed-mâ.
Me roy en argoulou dêc’h castel Montoban,
Hac eun Duche antier a roin c’hoas gantàn.

Renod.

Allas ! me n’òn qet dign demeus an enor-ze
Da zont da eureuji merc’h unic eur Roue.
Me zo eun estranjour, banisset deus va brô,
N’òn qet dign diouti. Sònjit en ze d’ho tro ;
Ha gouscoude, ô Sir ! pa oc’h deliberet
D’ober din eun enor ha ne veritàn qet
Me a zo prest ractal da heuill ho polonte,
Gant ma vo ar Brinces contant demeus a ze.

Yon.

Nebon e vo contant, eus se hoc’h assuràn ;
It buan ta d’he c’haout, m’ho ped, Pajic bian,
Ha lavarit d’am c’hoar dont amàn hep dale ;
Pa vo deut e clêvo a betra eus doare.