Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/201

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191

Renod a zo den nobl hac eus a galite,
Va c’hoar zo eur Brinces ha merc’h da eur Roue :
Ennes zo eun demei hac a gavàn sortabl,
Hac a gred din ive a ve sur profitabl.

Da Renod, pehini a antre gant e suit :


Pa garfoc’h ni yêlo, va mignonet fidel,
Bremàn oll assambles da visita ’r c’hastel
A meus-me prometet da rêi en presant dêc’h.
Ne gredan qet e ve nep seurt drouc sur ganêc’h.

Renod.

Me a bromet amàn d’ho Majeste royal
E meus bet betec hen hano eun den loyal ;
Me reqet eus Doue deus a greiz va c’halon
N’em bo c’hoant birviqen da ober trahison.
Evidomp da vea banisset eus a Franç,
N’en domp na traitourien na tud hep conscianç ;
Rac mar a meus-me bet lazet niz ar Roue
Ebars en e bales, em boa sujet da ze,
Rac va sqêi a eure, ha c’hoas va disfia,
Ha me sur evit güir ne farcis qet gantâ.
M’en anzav franchamant, mar tigoris e benn,
Nê qet dre drahison, mes vit en em difen.
Cetu antieramant petra ê ar sujet
Ma omp da Charlamagn qer bras enemiet.

Mogis.

Ouspen ze a zo c’hoas, Sir, ô Roue Yon :
Deus hor fidelite mar oc’h eus nep soupçon,
Ha mar oc’h eus nep qeuz da vea prometet
Demp castel Montoban, ni noc’h oblijomp qet
Da ober netra oll enep d’ho polontez ;
Goell ê ganemp quittât crenn ho Rouantelez ;
Ha ne chomfomp enni pelloc’h na de na nôs,
Qent eguet ma teufemp da droubli ho repos.
Ni zo tud a enor, tud eus a gonscianç,