Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190

Da zont da gometti birviqen trahison.
Renod zo den leal, carguet eus a furnez,
Hac eun den oblijant, leun eus a vadelez ;
Ha pa rofec’h deàn castel caer Montoban,
Ne rêyo nep insult biqen dêc’h er vrô-màn.

Hector.

Ar pez a brometer a zo ret da zerc’hel ;
Peb den honest a zalc’h d’e c’hir bete mervel,
Dindan boan da vea tremenet disleal.
Hoguen me ho suppli da zont mat da zònjal
Penos mar doc’h ar mestr en ho Rouantelez,
Ez ê Renod zo caus dre nerz ha dre adres.
C’houi a voar coulz ha me an desolation
A voa bars er vrô-màn dre grueldet Bourgogn,
Hac a zo gant Renod qemeret prisonier,
Ar pez na eljemp qet birviqen da ober.

Monbandel.

Autrone, lavaret oc’h eus ho santimant ;
Selaouit va hini ive pareillamant.
Rac-se-ta, va Roue, mar oc’h eus c’hoant penos
Ne droublfe qet Renod nac e dud ho repos,
Me roy dêc’h eun avis demeus a importanç :
Noc’h eus nemet tachout da ober alianç
Ebars entre Renod hac ho c’hoar ar Brincez,
Neuze e veoc’h mestr en ho Rouantelez ;
Rac Renod o velet e vezoc’h aliet,
P’o po roet deàn ho c’hoar bropr da bried,
En devo evidoc’h eur respet spicial,
Ha n’ho privo biqen demeus ho tron royal.

Yon.

Assurit, va mignon, ê güir a leveret,
Me am boa qementse pell a zo em speret ;
P’oc’h eus-àn concluet ê ret a bep coste
Tachout ta ma vo grêt alianç entreze.