Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/199

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189


————


Decvet Dialog.

Ar Roue Yon hac e suit a antre.

Yon.

Trugare va Doue hac ar Verc’hez Vari,
Ez omp rentet bremàn, va zud, goal dizourci,
Pa omp victorius var hon adversourien,
Dre vaillantis Renod hac e Chevalierien ;
Birviqen ne oufemp donet sur en nep guis
Da recompanç anê demeus o vaillantis.

Hector.

Vaillantis o deus grêt, certen me a gred se ;
Mes brassa recompanç oc’h eus-u grêt dêze !
Me a gred, va Roue, noc’h eus qet mad sònjet,
Mar roit da Renod en tu-all d’e souhet.
Ha dezir oc’h eus-u hep arrêti pelloc’h
Da gaout eur Souveren da gommandi varnoc’h,
Mar roit da Renod ha d’e dud Montoban,
E vint mestr absolu partout dre ar vrô-man ?

Ar C’homt d’Anjou.

Qementse a zo güir ; me a meus aon ive
Ma ve fortifet Renod er c’hastel-ze,
Ne zouje da Roue, Prinç, Marqis na Baron,
Na da zen a guement zo ebars er Gascogn ;
Rac gouzout a rit mat int tud goal redoutet,
Chevalierien vaillant a guement a gafet ;
Ha ma fachfe ouzoc’h Renod eur vech hepqen,
Ec’h alfec’h lavarat : adieu va c’hurunen.

Godefroa.

Me gontest fermamant ar pez a leveret.
Me voar ervat Renod zo eun den redoutet ;
Hoguen me hoc’h assur ê re nobl e galon