Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188

Piou en deus delivret ar guær eus a Vourdel ?

Ar Paj.

Ato, Princes yaouanc, certen Chevalierien
A zo deut d’ar vrô-màn demeus a Francisien,
O deveus chasseet Bourgogn hac e arme ;
Mes unan zo hanvet Renod eus aneze,
Ennes en deus-an bet heuillet eur pennad mat,
En deus-an qemeret dre nerz ha dre gombat
Ha rentet aneàn d’ar Roue prisonier.
O Doue ! va mestrez, na brava Chevalier
Ez ê ar Renod-se ! pebes den redoutet !
Me garfe vec’h ho taou eur vech sur demeet.

Ar Brinces.

Eleal, va Fajic, me anzav sur hep fot,
E selaou ac’hanout òn charmet a Renod.
Me garfe bea dign eur veach em bue
Da zont da gontracti gantan va c’harante.
Rac-se-ta, va Fajic, ma elles e gavet
En eun tu a goste en eur placic secret,
Gra va gourc’hemennou da Renod humblamant,
Ha lavar brao deàn e ven meurbet contant
Da gaout ar blijadur d’e velet em c’hichen.
Lavar-ta deàn ze, mes nonpas netra qen.

Ar Paj.

Princes nobl ha royal, c’hoar d’ar Roue Yon,
Credit en assuranç ebars en ho calon
Me gavo ar voyen m’en em gafoc’h ho taou,
Mont a ran... C’houi velo ha me a lavar gaou.

Ar Brinces.

Qê eta, va Fajic, hoguen mir ar secret.

Ar Paj.

Nebon me er miro, n’ho pe qet a vorc’het.
Ober ho teziriou Princes, me en assur,
A voe en peb amzer va brassa plijadur.

Sortial a reont.