Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11


Nêm.

Impalaer Charlamagn, ne gredàn qet certen
E ve an Duc Beuvet qen dalc’het en e benn
Da gontesti renta homach d’ho Majeste,
Evel ma rê e dud atao en re a re ;
Mes an ambition zo ordinal en dro :
Endra vo beo daou den, bepret sur e reno.

Ar Roue.

Ia, c’houi, Duc a Nêm, zo va brassa mignon,
Ha va furra conseill en peb occasion ;
Rac-se me ho suppli da rêi din avis pront,
Da c’hout petra a rin deus an Duc Egremont.

Nêm.

Sir, me a ve avis, ha m’en lavar hep nec’h,
Mar gra refus Beuvet da renta homach dêc’h,
Noc’h eus nemet bremàn deputi darn ho tud
Da vont betec ennàn da c’houlen an tribut
Hac ive an homach digant an Duc Beuvet ;
Mar gra refus da ze, ec’h ellit hep arret
Prepari eun arme da vonet varneâ,
Mar be qer suffisant, evit en distruja.

Ar Roue.

Ho conseill, Duc a Nêm, a dle bea heuillet ;
Rac-se deliberit amàn, va mignonet,
Piou a yêlo bremàn evel ambassadeur
Betec an Duc Beuvet hep douja e vreudeur.
Fouqes de Morillon, ha c’houi, Comt Idelon,
Me ho teput da vont, evel va zaou vignon,
Ha c’houi, Lohier, va mab, gant pêvar Ecuier
Pa zoc’h oll tud hardi, jenerus ha fier,
It ho seiz em reqet betec an Duc Beuvet,
Ha lavarit deàn, diflat hac hep caqet,
Penos mar gra refus da bêa an tribut,
Evel a bep amzer a bêe din e dud,