Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/20

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10

Elevet er bed-màn ebars en dignite,
En defe goneet qement a brovinçou
Gant an disterra brud demeus o armeou
Evel oc’h eus-u grêt dre nerz ha dre adres,
Qercoulz er vroyou all evel er gristenes ;
Pa felfe dêc’h bremàn sevel peder arme,
Ha caout trêgont mil den en pepini anê,
En nebeut a amzer en em gafent ganêc’h,
Rac sujedet oc’h eus hac a zo fidel dêc’h.
Hoguen, mar oc’h eus darn a zo oboissant,
Och eus ive re-all hac a zo suffisant,
Evel an Duc Beuvet demeus a Egremont ;
Ennes-sur en em vant hac a ra c’hoas e gont
Penos ne brisfe qet e homach dêc’h renta,
Hac anfin ne zepant diouzoc’h en nep tra.
Me ne lavaràn dêc’h nemet ar wirione :
Tud zo amàn presant am zouteno var ze.

Ganelon.

Sir, güir a lâvar dêc’h amàn ar Prinç Lohier :
An Duc Beuvet a zo arrogant ha fier,
Hac en em vant huel penos gant e vreudeur
Eo capabl da ober faç dêc’h, va Ampereur.
Touet en deus ive, en presanç calz a dud,
Ne brisfe renta dêc’h nac’homach na tribut ;
Hac anfin e pretant chom en peoc’h en e vro,
Hep sujedi da zen, grogno nep a garo ;
Ne lavaràn netra dêc’h, Sir, dre jalousi :
Mé a meus e glêvet sur eus e brometti.

Ar Roue.

Certen m’en tou amàn dre Sant Denes a Franç
E vo sur izellêt deàn e arroganç ;
Ia, da viana, mar dê güir qementse :
Roit din hoc’h avis, me ho ped, Autrone.