Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12

Me laqai ar ravach var e oll zouarou,
El laqai er prison carguet a chadennou.
M’ho ped da rêi deàn c’hoas eur sommation
Da zont da renta din homach, soumission :
Mar gra refus da ze, m’en tou, fe a Charles,
En devo eur c’heuz bras ar rest eus e vuez.

Fouqes de Morillon, Qenta Paj.

Sir, pa blij ganêc’h rêi demp ar gommission,
Ni rêyo sur anei deus a greiz hor c’halon ;
Ne dalfe qet e nac’h, me zo rejouisset,
Pa meus commission da vont bete Beuvet
Evit digaç da zònj deàn deus calz a draou
En deus tamallet din, ha n’en dint nemet gaou.

Ar C’henta Ecuier.

Ma comz Beuvet ouzomp en termou arrogant,
Ni responto ervat, hep bea insolant ;
Ha mar be qen hardi da guemer an armou,
Ni n’em difenno mad demeus e oll drouplou.
Mes ne yêl qet Beuvet michanç bete qeit se,
Bet persuadet mat, va Mestr hac Autrone.

Adieu-ta, va Roue, ha c’houi, Tadou a Franç,
Ni rento dêc’h respont gant calz a zilijanç.

Lohier.

Marteze birviqen, va zad, n’am güelot mui,
Rac ar superb Beuvet a zo leun a furi ;
Hac evel ma clêvo petra eo hor beach,
E teuy gant e arme varnomp-ni gant arrach ;
Mes evel m’hon trêto ni en trêto ive :
Demp. Adieu, va zad qer, ha dêc’h oll, Autrone.

Ar Roue.

It, en hano Doue ; ne zònjit qet en ze :
Doue ho prezervo ebars er veach-se.
Adieu dêc’h, Autrone ; adieu, va mab Lohier :
Hast am bo d’ho qüelet oc’h êruout er guêr.

Ar Roue hac e suit a zorti.