Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/187

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177


An Eilvet Soudard.

Courach, ô va Roue ! en em zicouromp oll ;
Arabat ê lezel an amzer qen da goll :
P’hon eus commancet mat, ê ret cuntinui
Da laqat ar vro-màn en tân hac en gouli.
Demp eta da laqat ar siech var Bourdel,
Ni hor bo anezi certen hep dale pell ;
Ha ma na gar Yon n’em renta tributer,
Ni a zeuy d’en renta en eur stat a vizer.
Ha ma na sacrifi dirac hon Doueou,
E vo sur difframmet ebars en qartierou ;
Neuze e vint dêvet, güentet gant an avel,
Abalamour ma int d’hon Doue infidel.

Bourgogn.

Demp oll en eur bagad evel chass arrajet ;
Me gred en devo sur horrol eus hor güelet.
Me a bed Jupiter, Pluton hac Apolon
Da rêi demp asistanç da zurmonti Yon.
Commançomp hor beach, va zoudardet vaillant,
Gant courach, en hano Jupiter oll-buissant ;
Beomp oll pourveet a zir hac a houarn,
Evit rêi da Yon adreus e ziouscouarn.

Bourgogn hac e dud a ya da gaout ar Roue Yon
da Vourdel. Bourgoge a rali e droupou etal
qær, hac a lavar :


Orsus, va mignonet, bremàn ez omp rentet
Er plaç hac en andret hor boa c’hoant da zonet,
Arrêtomp eun nebeut vit en em gonferi
Petra zo da ober bremàn ; comzit hardi.

An Drede Soudard.

Bremàn pa omp rentet etal hon enemi,
Roomp da c’hout deàn penos e zomp ari,
Hachomp, draillomp, lazomp, ha leqeomp an tân
Dre lec’h ma tremenfomp, hep excepti unan,
Disfiomp crac Yon hac ar bobl eus ar vrô ;
M’hoc’h assur e savo morc’het en o baro :