Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176

Hac a ro din ar c’hraç da vea trionfant
Var guement antrepris a ràn antieramant.
Neuz netra er bed-màn, ia, hervez va c’hrat,
Nemet ar gristenien mechant hac apostat,
Zo o Religion control-fet d’am hini ;
Ma na garont chench crenn, me deuy d’o distruji.
Allòn, n’em gourajomp, va zoudarded mignon,
Ha ni vo mestr embêr var brô ar Roue Yon ;
Cetu-én chasseet ganemp eus a Doulous :
Cedet en deus ar plaç hep ober nebeut trous ;
Ne zeus chomet gantàn netra nemet Bourdel ;
Hoguen ni hor bo-hi ive hep dale pell.
Clêvet oc’h eus michanç pell zo ar proverb-màn :
Pa ve tom an houarn ê ret sqêi varneàn.
Ni ive evelse, pa omp en em gavet,
E ret demp chasseal bremàn ar Gasconet :
En em unanomp oll evit hon antrepris,
Ma vo reduet oll ar vrô-màn en hor guis.

Ar C’henta Soudard.

O Roue puissant bras var ar Sarazinet !
Me zo ho servicher dre garante barfet :
Va c’horf ha va madou ha va c’hleze ive
A zo en ho servich, credit mad, va Roue.
Betec an heur bresant me ne meus cavet c’hoas
Eur plaç re danjerus evidòn-me biscoas ;
Rac pa deu din sònjal eus ennòn va-unan,
Ne alfe qet eun den cavet avoalc’h a boan
En servich eur Monarq zo qer puissant ha c’houi,
En deveus ar pouvoar sur da recompanci
Nep a zeuy da renta servich d’ho Majeste ;
Hoguen me bromet dêc’h dre Pluton, va Doue,
E teuin d’oc’h asista en hoc’h oll brezellou,
Ma vo etablisset lezen hon Doueou.

Güelet a rer ar zoudardet eus en em ancouraji.