Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175

Dre jalousi ouzomp, hep bea meritet.
N’hon deveus qet da chom en e Rouantelez,
Dindan boan da vea en risq eus hor buez.
Hac e clêvet ar brud demeus ho renome,
Ez omp deut da renta homach d’ho Majeste.
Mar deut d’hor proteji, ni a vo fidel dêc’h ;
Qeit ha ma tezirfet ni a chomo ganêc’h.

Yon.

Ah ! Chevalier Renod, me a meus pell a zo
Clêvet ho renome en pêvar c’horn ar vrô.
Beniguet vo an heur ma oc’h eus bet sònjet
En em renta amàn, c’houi hac ho mignonet.
Ia, Chevalierien, dre va fe a Roue,
Me deuyo d’ho carout evel va bugale.

Richard.

O Sir ! Roue Yon, avoalc’h ê qementse,
Rac ne c’houlennomp qen digant ho Majeste.

Yon.

Antreit em pales bepret da zisqüiza,
Ma refomp ar voyen d’en em rejouissa ;
Ha goude-ze varc’hoas me deuyo var va foez,
Da rêi dêc’h eun dessin eus va Rouantelez.

————

Pêvarvet Dialog.

Ar Roue Bourgogn hac e suit a antre.

Ar Roue Bourgogn.

Me zo Roue Bourgogn, vaillant ha redoutet,
Souveren absolu var ar Sarazinet,
Ha Monarq absolu var c’hoec’h Rouantelez
A meus aour hac arc’hant hervez va bolontez,
Ha dre c’hraç Doueou Pluton ha Jupiter,
A ro din assistanç el lezen brezeller,