Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178

Neuze e vo güelet an dud a vandennou
O redec da guzet ebars er forestou.
Biscoas ne velis pobl en nep lec’h qen poeltron
Evel ma ê e dud hac ar Roue Yon.

Bourgogn.

An avis se zo mat ; ret ê n’executi :
Demp eta da zisqüez penos vo ar c’hoari.

————

Pempet Dialog.

Yon, Renod hac o zud. Ar Roue da Renod :

Me lavar dêc’h, Renod, ha d’ho compagnunez,
Darn demeus va anui ha va zristidiguez.
C’houi a lavar penos e zoc’h bet chasseet
Deus ho Rouantelez hep bea meritet,
Ha me vo, em eus aon, ive qent eur zizun ;
Me gred e zomp hon daou breudeur a infortun.
Ar Sarazin Bourgogn gant nombr a Bayanet
O deveus en antier ar vro-màn revinet ;
N'o deus compassion, elec’h ma tremenont,
Na dânont, na lazont, an dud fall divergont.
Nemet Bourdel hepqen, a guement qær hor boa,
Ne zeus manet oute netra da zistruja.
Ha c’hoas e lavaront, hervez a meus clêvet,
E teuint da exerc amàn o c’hrueldet.
Me garfe o zrec’hel, an dud fall didalvez,
Evit an drederen eus va Rouantelez.

Renod.

Roue nobl ha vaillant, apezit ho cânvou,
Ni rêi delc’hel ar peoc’h en hoc’h oll contreou :
Moyenant graç Doue, va C’hrouer beniguet,
Ni zistrujo Bourgogn hac e oll zoudardet.

Regnier.

Ah ! pobl eus a C’hascogn, ha c’houi, Roue Yon,