Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/179

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169


Ar C’hont d’Anjou.

Ha me pareillamant a lavar memes tra :
Ar berra e ve demp dont da drêti gantâ ;
Rac c’houi a voar ervat ma teufe eun arme
Eur vech-all da Vourdel, certen en revinfe.
An dra-ze a ouzomp ac’hanomp hon-unan :
Pa yeomp el lec’h-all, e reomp calz a boan.
Mes int ne respectont na commun, na noblanç :
Oll e pillont anê hep nep seurt preferanç.
Gout a rit coulz ha me penos int oll payen,
Ne reont nep qartier evit ar gristenien :
Betec an ilisou, a laqayont en tân,
Ma teu ar bayanet eur vech c’hoas er vrô-màn.

Monbandel.

Va avis, Comt d’Anjou, zo control d’ho hini,
Ha mez a meus ive sur o consideri
Peguer lach ez oc’h c’houi bars en occasion !
Disqüel a rit ervat ez oc’h tud digalon.
Penos ? lavarit din amàn, poeltronet fall,
Ha ne gafec’h-u qet e ve lec’h d’ho tamal
Conseilli ar Roue da drêti gant Bourgogn ?
Qementse a ve demp mez ha confusion.
Sir, o Roue Yon, heuillit avis ho ni,
Ha ni a repousso assur an enemi.

Hector.

Ia sur, Monbandel, c’houi lavar güirione :
Ha leun oc’h a gourach ha generosite.
Mar en em zicouromp evel ma ê dleet,
N'hon deveus qet affer da zouja payanet :
Ni o chasseo sur demeus hor c’hontreou,
En dispit d’o baro ha d’o fals-doueou.
Da betra e lezfemp hor bara gant re-all,
Pa ellomp en difen evel güir dud leal ?