Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170


Ar C’henta Paj.

Ia, Roue Yon, an dra-ze a ve mad :
Mar collomp gant Bourgogn, e rêjo e bompat,
Ha digaç var hor c’hein cuntinuelamant
Nombr bras a druajou hon rentfe languissant
Ha paour hed hor bue, ha c’hoas sujet deàn :
Mar en em zicouromp, ni resisto outàn.

An Eil Paj.

C’houi a gomz manifiq, va chamarad, certen ;
Hoguen me ho suppli da zonet da gompren
Mar en deus va Roue pêet d’ar bayanet
An tribut, an homach, hac en em sujedet,
Ha bremàn n’en deu qet da beur-effectui :
Cetu an digare a glasq d’hon attaqi.

Yon.

O Doue, va c’hrouer ! m’ho ped va zicouret,
Biscoas qement a boan ne voe var va speret
Evel a zo bremàn ebars en heur bresant,
O clêvet qenlies demeus a zantimant
O deveus tud va lez var sujet va affer :
Nouzòn qet en issu ha ni hor ho qartier.
N’en dê qet nep a zo muia en dignite
Zo muia dizourci, me a vel bremàn ze.
Seul-vrassoc’h ê ar garg en deus an den er bed,
Seul-vuioc’h a sourci a zo var e speret.
Demp da zelc’hel conseill, Autrone, p’ho pedàn,
Ma conferimp amploc’h touchant an affer-màn.

Mont a reont da gonferi var an aferaou a ocup o speret.


————

Eilvet Dialog.

An Duqes Emon hac he fêvar Mab.

An Duqes.

Dre ar güir Brovidanç, brémàn, va bugale,