Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168

Mes petra dal din-me bea eur Roue nobl,
Ha bea elevet en brasder gant ar bobl,
Mar beàn chasseet deus va Rouantelez
Gant ar Sarasinet, an dud fall didalvez ?
Autrone va c’honseill, dêc’h oll en em glêmàn
Deus ar fallagries a zo grêt din bremàn
Gant ar Sarazin bras Bourgogn, an den mechant,
En deus sònj ar vech-màn d’am laqat da neant ;
A zo deut er Gascogn gant eun arme ponner :
Distrujet ê gante Toulous ha Montpelier ;
Ha c’hoas e meus clêvet e tle hep dale pell
Dont d’am assieji er guær eus a Vourdel.
Mar câràn n’em renta da Vourgogn tributer,
Em lêzo en repos evit eun tam amzer.
Me a c’houlen avis diouzoc’h, va zud qer,
Da c’hout petra a rin en hevelep affer.

Ar C’hont Godefroa.

N’oufen qét, va Eont, rêi a voell avis dêc’h
Eguet d’e receo mat, mes hoc’h arme ganêc’h ;
Ha mar teu da Vourdel vit en assieji,
E vo ret demp buan dont oll d’en em armi,
Da fortifia qær, sevel tud ha betaill ;
Goell ec’h allimp neuze livra deàn bataill :
Qercoulz ê demp mervel en eur difen hor brô,
Evel breina ’r prison pe da zouffr ar maro.

Ar C’hont Anton.

Hervez va zantimant, e cavàn e ve mat
Dont d’ober gant Bourgogn eun trevers, ha timat ;
Comta deàn eur som evit distrêi d’e vrô,
Ha ne ravajo mui hor c’hontre tro vardro ;
Rac pa omp surprenet, ne dal qet demp sònjal
Ac’hanomp hon-unan essât d’er chasseal :
Rac qent ma êrufe nep seurt sicour demp-ni,
E ve laqet Gascogn dre oll sur da zêvi.