Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167

Cacet e voent gant Yon da eur plaç, disarm clos,
Elec’h m’oa daou-c’hant den armet eus o gortos.
Eno voe eur gombat disengal ha dispar,
Rac estranch voa güelet daou-c’hant den eus pêvar ;
Mes evit qementse, dre Brovidanç Doue,
E rejont ar voyen da recour o bue.
Pa velas Charlamagn, clàn gant ar jalousi,
E voa n’em achappet e bévar enemi,
E caças da guerc’hat an traitour fall Yon,
Evit bea crouguet var leur mene Focon ;
Mes Renod generus, Mogis hac e vreudeur,
En em opposas prest da dud an Ampereur ;
A lamas digante ar Roue fall Yon,
A gacet da grouga en e gonfusion.
Renod a voa den mad, an dra-ze zo hanat,
Bepret el lec’h an drouc, én a rente ar vad ;
Biscoas Chevalierien ne zeus bet en bue
A verite bea mui meulet eguete.
Cetu darn hor sujet amàn, Auditoret :
C’houi er güelo embêr amploc’h represantet ;
Rac ne meus qet a c’hoant da zisclêry pen-da-ben
Amàn a-boent-aboent bue ’r Chevalierien.
Excusit ac’hanòn, m’ho ped, Auditoret :
Ret ê din discuiza : ractal vo commancet.


ACT IV.


Quenta Dialog.

Ar Roue Yon hac e suit.

Yon.

Me ê ar Roue Yon, Souveren er Gascogn,
A ell c’hoas pretanti da gurunen Pologn ;
Zo em Rouantelez ha qæriou ha qestel,
Mes sicour a vanq din evit dont d’o divoel.
Ar c’henta ê Bourdel, Toulous ha Montpelier,
Tarascon hac Arles, Sant-Giles ha Sant-Clêr ;