Me ho laqai qer brao sur, va bugale guèz,
Ma elloc’h mont hardi en peb compagnunez.
Fin an Drivet Act.
PÊVARVET PROLOG.
————
Assamble enorabl, vertuus ha discret,
P’ho qüelàn oc’h exerç c’hoas ho paciantet,
Evit chom d’hor zelaou, me a zisclêrio dêc’h
Ar Bêvarvet Prolog qent mont divar al lec’h.
P’oe n’em rafrêchisset ar pêvar mab Emon,
E hejont en Gascogn betec ar Roue Yon,
D’offr o zervich deàn demeus a galon vad ;
Yon o recevas gant meurbet eus a c’hrad.
Bras e voe ar servich a rentjont da Yon,
Rac ar Sarazinet a chasjont a Vourgogn ;
Hac evit recompanç deus e fatic ha poan,
E roas Yon dê Castel caer Montoban.
Pa voent en Montoban, Renod hac e vreudeur,
E rejont eun dra sur subtil d’an Ampereur :
Mont a eure Renod ha Mogis da Baris,
Da guerc’hat curunen ar Roue, ar penn lis.
Pa glévas Charlamagn e voa mibien Emon
En em refujiet en provinç ar Gascogn,
E teu gant e arme hep coll amzer buan,
D’assieji anê en castel Montoban.
Pa ne allet dre nerz eus bugale Emon,
E caças Charlamagn betec ar Roue Yon,
Da rêi an option deàn eus a zaou dra :
Renta deàn anê, p’otramant perissa.
Cetu ar Roue Yon var guementse troublet ;
Ne vouie var be du ebranli e speret.
Alafin e promet d’ar Roue deus a Franç
Renta mibien Emon dindan e buissanç.
Oh ! pebes trahison sanglant hac inhumen
Voe neuze preparet vit ar Chevalierien !