Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/175

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165

Grêt eur veach ar peoc’h ganêc’h hac ar Roue.
Me voar ervat, Renod, penos oc’h eus rêson,
Ha me a meus ar gaou, en dispit d’am c’halon,
D’ho renonç qer buan en presanç ar Roue :
Calz a gueuz am boe sur em c’halon goude ze.
Mes pa meus grêt sermant, me a ranc en delc’hel,
Pe bea reputet traitour hac infidel ;
Ha ne vec’h qet contant survoalc’h, va bugale,
Penos em be rebech deus abeurs ar Roue.
Anfin, evit miret ne vimp qet tamallet,
Demeus a bep coste me ro dêc’h, va fried,
Bremàn commission evit rêi d’am mibien
Calz a aour hac arc’hant, hervez o gourc’hemen :
Me meus o baniset, mes c’houi noc’h eus-e qet,
Rac-se roit dêze ar pez a zeziret.

Richard.

Evit bremàn va zad, e comzit en termen
A eun tad naturel eus e grouadurien.
Ni ho trugareca humblamant assambles,
Pa ê ho polonte cavet ar vadelez
Permeti gant hor mam rôi eun dra a chevanç,
Evit ma hayomp c’hoas eun tu da glasq hor chanç.

Emon.

Adieu, va bugale, qen a vo eur vech all ;
Me a ya adare bremàn da chasseal.

Renod.

Va fardonit, va zad, me ho ped humblamant,
Mar e meus bet comzet ouzoc’h qer suffisant.

Emon.

Fortun vad déc’h, Renod, ha d’ho preudeur ive,
Ah ! perac nê qet grêt ho peoc’h gant ar Roue !

An Duqes.

Deut ganén, va mibien, ebars em c’habinet,
Ma chenchin dêc’h fêçon, ma voc’h rafrêchisset ;