Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164

Allòn, va breudeur paour, bervi a ra va goad ;
Marvomp eta bremàn evit plijout d’hon tad.

Tenna ra e gleze evel eun den furoret.


Guichard a zaill da boqat deàn a vriata.

Allas ! va breur Renod, balamour da Zoue
N’en em dransportit qet en coler evelse,
Ispicialamant a enep hon tad qèr,
Zo hor mestr, hon Autrou, an dra-ze a zo sclêr ;
Ha gant peb liberte ê permetet deàn
Dont da lavarat demp ar pez a blij gantàn.
Mar dê en hon andret cruel ha violant,
Beomp en e hini bepret oboissant ;
Rac Doue hac ar bed hor c’hondaonfe ervad,
Ma teufemp da laqat hon daouarn var hon tad.

Renod.

Ne allàn qet, va breur, miret da gonnari,
Pa velàn nep a dle donet d’hor menteni,
A zo ar c’hruella ebars en hon andret :
Me voerzo deàn ze, mar dòn christen ganet,
Ia, tad dinatur, mar gallàn sortial
Eur vech ermès ho tî, ho po lec’h da damal.
Me laqay ar ravach var hoc’h oll douarou,
A grougo ho qüisien partout dre an hentchou,
M’ho po sujet eur vech d’assuri d’ar Roue
En hon dishanaveit evit ho pugale.

Emon a leusq huanadou eus a boul e galon, e sellet eus an én.


Emon.

Oh ! peguen mizerabl, va Doue ! n’em gavàn,
Pa ne bermetit din jouissa a vremàn
Demeus an heritach oc’h eus-u bet roet
Dre eured lejitim din-me ha d’am pried !
Ne allàn qet e nac’h davantach, va mibien,
Biscoas var ar bed-màn ne voe Chevalierien
Qer jenerus ha c’houi ; domach bras ê n’en dê