Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161

Gant ar gompassion o velet va fotret,
P’o güelàn em c’hichen qer mizerabl rentet !
Meulet ra vo Doue hac ar Verc’hez Vari :
Me ya da boqât dê a hini da hini.

Poqat a ra dê tout.


Deut, va bugale guèz, da vit archant hac aour ;
Bugale eun Duqes michanç ne vint qet paour !

Renod.

Me voar ervat, va mam, ec’h allit deplori :
Ni hon eus lec’h ive da ober coulz ha c’houi ;
Rac aboue ma voeljomp ac’hanoc’h divea,
Ni hon eus bet souffret calz poan bete vremâ.

An Duqes.

Petra eta zo caus ma oc’h qer paour rentet ?

Renod.

A fei, hon tad en deus antier hon revinet.
Lazet en deus hon tud, hep excepti hini,
Ha qercoulz, ma elje, en devoa grêt demp-ni ;
Ma omp bet pell-amzer e veva er c’hoajou,
Hep debri bruzunen nemet griou louzou.
Alafin gouscoude hon eus deliberet
Dont amàn assambles, va mam baour, d’ho cavet
Evit ho supplia da gaout ouzomp true,
Ha dâ rêi demp eun dra da asten hor bue.

An Duqes.

Azeit-ta eus taul, va fêvar grouadur ;
Ranna ra va c’halon gant an displijadur,
Pa zònjàn en furor an Duc Emon, ho tad,
N’en deus compassion na true eus e voad.

Mont a reont eus taul. Secretour an Duqez
a antre, hac hi a lavar :


Clêvit, va Secretour : digacit peadra
D’an dud-màn dilijant, m’o devo da leina.

Ar Secretour.

Itron, pa gommandit, me a yêlo timat.
Me zento sur ouzoc’h demeus a galon vat :