Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160

Ma int gant o zad propr banisset deus ar guêr ;
Ha bremàn e vevont evel disaltourien :
Ne zeus den er vrô-màn a rofe dê souten.
Hac o zad a zo êt gant an displijadur
Evel eun den follet da glasq e avantur ;
Ma òn abandonet bremàn gant tad ha mab,
Ha lezet va-unan en eur stat pitoyab.
Me ya d’am c’habinet da bedi va Zalver
Da zont da guemeret true eus va mizer.

An Duqes d’e bugale, hep o hanaveout.


O Doue ! va zud paour, petore tud oc’h-u,
Ma velàn ac’hanoc’h qen diform ha qen du ?
Pe c’houi zo payanet, pe c’houi zo christenien ?
Me gred oc’h eus ezom demeus an aluzen.
Mar doc’h tud ezomec, ô lavarit din-me,
Ha me ho sicouro balamour da Zoue,
Evit ma qemero true eus va mibien,
Ha ma vint preservet deus o adversourien.
Possubl ve, va Doue, n’ho pe qet agreab
E velfen qent mervel eur vech va fêvar mab !
Me garfe o güelet sur el lec’h ar re-màn,
Ia, pa goustfe din qement meus er bed-màn.

Renod, cazi semplet, en em strinq da zaoulin e vam hac e coach
e vizach en he robe. An Duqes, o vea anaveet he mab, hac hi
beuzet en he daelou, a losq eur griaden, a zaill gantàn hac a lavar :


O Renod ! m’oc’h anav bremàn vit va mab mad,
Diouz ar gleizen vian zo etal ho lagad.
O va mab qèz Renod ! pa velec’h va hirvoud,
Perac ne rêc’h din-me ractal hoc’h anavout ?
Autrou Doue ! va mab, pelêc’h emàn ’r guenet,
Demeus ho pizach caer, bremàn qen difformet ?
C’houi voa eur c’hrouadur qer coant ha qer divlam
A guement voe er bed biscoas ganet gant mam.
Mes me vel en qichen ive va zri mab all :
Ar goad em goaziet a gommanç da finval