Mignon ha delicat gant peb contantamant,
Ha bremàn omp chasseet evel an ærouant.
Guichard.
N’em gonsolit, Renod, ha lezit qementse ;
Ni disfe c’hoas eur vech possedi hon danve.
Renod.
Demp, en hano Doue hac ar Verc’hez Vari,
Da c’hout petra a zo a neve en hon tî :
N’ouzòn qet, va breudeur, ha ni ’r bo receo vat,
Hep bea goulennet assuranç eus hon tad ;
Dre ma ê den cruel ha fidel bras d’e le,
Marteze e rafe hon renta d’ar Roue.
Alard.
Ne zònjit qet, Renod, ebars er seurt creden ;
Rac n’en dê qet va zad eun den qen inhumen
Da zont d’hor goaldrêti ; mes qent se e sònjàn
P’hor güelo deut d’ar guêr, e vo calz joa ennàn.
Mont a reont da dal o zî. En instant daou vourc’his a zel outo.
Ar C’henta Bourc’his.
Petra ê ar re-màn ? lavarit, va mignon ;
Biscoas eur seurt trubuill ne zeus bet em c’halon
Evel a meus bremàn, pa meus-int rancontret ;
Me gred ez int monstrou, p’otramant sovajet.
An Eil Bourc’his.
Biscoas, me hoc’h assur, ne velis ar seurt tud ;
Be o deus apparanç demeus a loened mud.
Me gred parfetamant penos ez int monstrou :
Ne chommomp mui amàn, hastomp hor c’hamejou.
An daou vourc’his a red qüit, ha bugale Emon a chom etal an nôr.
An Duqes Emon.
Ne gredàn qet e ve merc’h o touguen bue,
E deus lec’h da voela assur qement ha me.
Me am boa pêvar mab vaillant ha redoutet,
Brava Chevalierien a vouijet da velet,
Hac ez ê ar fortun deut dêze qer ponner,