Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158

Nac ive en nep brô oc’h ober eur seurt tra ?
Ne dalfe qet e nac’h, crena ra va c’halon
Ne denfec’h eus Doue ar valediction.

Emon, mantret gant ar brassa glac’har :

Oh ! possubl ve, Emon, ha possubl ve ta c’hoas
E pe da resista nerz d’eur rebech qer bras,
Da anduri injur ha qement a c’hlac’har !
Perac n’òn-me lonqet en calon an douar !
Rac ne meus nemet blam deus abeurs ar Roue,
Ha muioc’h c’hoas demeus abeurs va bugale.
Ouspen ze, va fried, elec’h va c’honsoli,
A laqa ac’hanòn c’hoas da beur-gonnari.
Nan, nan, ne ouffen mui souffri eur seurt injur ;
Me ya da chasseal gant an displijadur,
Da c’hout ha me allo recrei va speret :
Me gred e trelatin ma ne gavàn remed.

An Duqes.

Va fried, deut d’ar guêr, humblamant p’ho pedàn.

Emon.

Nan, nan ; re oc’h eus bet va dispitet bremàn.

Sortial a ra evel eun den disezperet.


————

Pêvarvet-Varnuguent Dialog.

Renod, e Vreudeur ha Mogis.

Renod.

Cetu ni-ta rentet bremàn tost da Dordon ;
Ne dalfe qet e nac’h, glac’har zo em c’halon,
Pa deuàn da zònjal er peoc’h hac er repos
O deus tud ar vrô-màn hac en de hac en nôs ;
Ha ni zo bugale lejitim d’un Autrou,
Hac a renq habita bremàn er forestou !
Me a vel tî va zad, ar pales magnific,
El lêc’h m’omp bet ganet, pa voamp-ni bianic,