Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162

Grit dêze dijuni bepret, va Itron guèr,
Ha me breparo lein hep dale pell-amzer.

Sortial a ra ; eun nebeut goude ec’h antre gant frico, hac e lavar :


Torrit hoc’h appetit, Autrone, p’ho pedàn,
Rac terrupl oc’h eus naon, sur hervez a velàn.

Dêbri a reont evel tud affamet.


————

Pemvet-varnuguent Dialog.

An Duc Emon o zurpren eus taul, hac a lavar :

Lavarit din, Itron, pe seurt tud ar re-ze.

An Duqes.

Ato va bugale, va fried, hac ho re,
Oc’h eus bet chasseet evel loened sovach :
Ha carguet ouspen-ze eus ar brassa outrach.
Deut int d’am c’haout ebars en o necessite ;
Rac-se, va fried qer, me reqet evite
Ma souffroc’h aneze un nôs en tî o zad,
Hac e sortifont qüit varc’hoas sur mintin mat.

Emon.

Gloutonet execrapl ! hervez ma er güelàn,
Ê an ezom en deus ho tigasset amàn :
Pa oc’h d’ar baourente qementse reduet,
N’oufen qet ho henvel sur nemet cos gueuzet.

Renod.

C’houi oc’h eus tor, va zad, eus hor guerver gueuzet ;
Ma carjac’h hon lezel er c’hastel hor boa grêt,
Ni a vevje eno hep hoc’h importuni ;
Er c’hontrol : sicouret oc’h eus d’en distruji,
Ha goude, p’hor c’hevjoc’h etal forest Arden,
E lazjoc’h en antier hon oll Chevalierien ;
Ha bremàn oc’h fachet p’hor güelit en ho tî ?
N’en doc’h-u qet ta scuis eus hor persecuti ?
Hoguen, p’oc’h eus ouzomp qement a gassoni,
Troc’hit demp hor pennou evit ho contanti,