Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147

Evit annonci dê ar c’hêlou cruel-ze.

Mont a ra da gaout Renod, pehini
zo cousqet, hac e lavar deàn :


Ah ! Renod generus ! meurbet oc’h reposet.
Me gred en bêr amzer e viot difunet.
Deut òn abeurs ho tad evit ho tisfia ;
Rac-se n’em breparit da resista outâ.

Renod o tifuni.

Lararit, Chevalier, mar plich ganêc’h, d’am zad,
Ma n’en deus qet a c’hoant da ober demp-ni vat,
Ne rêi qet demp a zrouc ive da viana :
Biscoas ne velis tad cruelloc’h eguetâ.

Henori.

Digareid, Renod, qement hac a guerfet,
Bremâ-zouden vantan e viot assailiet.

Distrêi a ra da gaout Emon, hac e lavar deàn :


Grêt e meus va beach, Autrou au Duc Emon ;
Ne vo qet attaqet ho mibien en poeltron.

Renod.

D’an armou ! mignonet ; m’ho ped, grit dilijanç,
Cetu ni surprenet amàn dre eun drouc chanç.

Richard.

Piou zo êru aze ? Lavarit din, va breur.

Renod.

Hon adversour, hon tad ha tud an Ampereur.

Guichard.

Nebon ne spontomp qet evit tud ar Roue.

Mogis.

Pa gommançfomp c’hoezi, e vo tom dê ive.

Emon.

Deut oll da gombatti evit ar Roue Franç,
Pa meus va bugale cavet amàn dre chanç.
Ah ! tud fall louidic, didalve, hep calon !
C’hoant oc’h eus-u d’ober ar vicher a laeron,
Ma cousqit a vagad evelse en hentchou ?
C’houi a zo caus en Franç a galz a valeuriou.