Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148


Renod.

Ma ranqomp-ni cousqet en hentchou hac er c’hoad,
Ez ê ho crueldet zo caus da ze, va zad.
Ma carjac’h hon lezel en repos, Autrone,
Pa voamp en Rochefort en hor c’hastel nêve,
Ni a vevje eno hep hoc’h importuni ;
Mes c’houi glasq ar voyen da zont d’hon distruji :
Ha ma n’omp qet dêvet en beo, bras ha bian,
N’en dê qet dre ho faut, me a vel ze bremàn.
Cetu ni chasseet ganêc’h demeus hor brô,
Ha laqet c’hoas an tân varnomp-ni tro-vardro.
Bremàn omp contraignet evel mizerablet
Da vervel gant famin pe vont da glasc hor boed ;
Ha c’hoas ne allit qet dont d’en em gontanti,
Ma zoc’h cuntinuel eus hor persecuti.

Emon, mantret gant ar glac’har, a dro da voela.


Salomon a Vreiz.

Ha c’houi a sonch, Renod, gant hoc’h oll sermoniou
Ne rancfot qet santout oll buissanç hon armou ?
Rac c’houi noc’h eus james ebars en ho calon,
Ouz an nep en disqüel nep seurt compassion ;
Bremàn sur e vo dêc’h goerzet hoc’h insolanç,
Staga tud ar Roue en croug eus eur potanç.

Samson.

Allas ! me voar ervat oc’h eus hor surprenet,
Ez oc’h mui eguedomp demeus a dud armet ;
Hoguen me en toùe, hep bea eur gaouyat,
N’ho po qet hor bue an anter re varc’hat,
Rac me ho qüelo stag en croug eus eur potanç,
Qent eguet ma ho po varnomp-ni nep puissanç.

Galeran.

Allòn, dir en avel, Autrone, m’ho suppli ;
Reir e chomomp amàn oute da rêsoni.
Ha pa vint qemeret, ni c’haroto anè
Evit o fresanti varc’hoas sur d’ar Roue.