Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146

Michanç ne zònjit qet penos emàn ’r c’hoari.
Ha ne ouzoc’h-u qet en deus an Duc Emon
Lêzet e vugale ebars en abandon,
Ha c’hoas en deus toùet var levr an Aviel
En em disclêrie dê eun adversour mortel ?
Prometet d’ar Roue penos en o rento
Dindan e buissanç, en beo pe en maro ?
P’en deus grêt ar sermant, e ranco delc’hel mat,
Didan boan da vea infidel ha gaouyat.

Emon.

Me a garje goelloc’h dont da goll va duche
Eguet bea cavet amàn va bugale ;
Rac mar o c’hombattomp, ha ni d’o c’hemeret,
E rêi an Ampereur gant peb seurt crueldet
Laqat o distruja evel pa vent laeron,
Ar pez a ve din-me mez ha confusion ;
Ha pa meus o c’havet amàn dre eur maleur,
Ma n’o c’hombattàn qet, e teuy an Ampereur
Da accus ac’hanòn demeus a lachete,
Ha da vea eun den infidel d’am Roue.

Oger-Danoa.

N’en dê qet necesser lavarat d’ar Roue
Penos ho pe cavet amàn ho pugale.

Emon.

Nan, nan ! ne gomettin birviqen trahison ;
Qent e souffrfen domach ive confusion.
Rac-se-ta, Henori, c’houi, vel va Chevalier,
Lavarit da Renod ebars en langach bêr
Hac ive d’e vreudeur, penos en o zisfiàn,
Mar o deus tam calon, dont da zisqüel bremàn.

Henori.

Eur c’hêlou trist meurbet ê ze da annonci ;
Hoguen, Autrou an Duc, c’houi deu d’e gommandi.
Me ya en ho reqet betec ho pugale,