Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145

Me vel aont eur feunteun hac a zo admirabl,
Ha partout var e zro eur yeoten agreabl.
Amàn eus eur plaç brao meurbet da zisqüiza ;
Beomp oll divorc’het pa omp êru amâ.

Guichard.

Disarmomp, Autrone, ha qemeromp repos ;
En tal ar feunteun-màn e viomp brao fenôs.

Renod.

Evomp peb a vanne demeus ar feunteun-mâ,
Da yec’het Charlamagn, hon adversour brassa,
Ha d’en em disqüiza couscomp var ar yêot glas ;
Nemet surprenet vemp, ne roàn qet a gaz.

Gourvez a reont var an douar hac e chomont cousqet.


————

Nontecvet Dialog.

Emon a zistro euz e dud hac a lavar :

O pebes tra estranch ! pebet ràncontr, sivoas !
Me vel va bugale cousqet var ar yêot glas !
Bea ve eun dra lach ha rebechus meurbet
O tont da gombati tud cavet disarmet.
Orsus, lavarit din, Autrone, ha me dle
Dont da livra combat bremàn d’am bugale.

Richard a Normandi.

Aotrou an Duc Emon, bea ve eun dra lach
Attaqi den abet ebars en poeltronach ;
Lezomp-int da repos, n’ouffemp qet ober vell ;
Sellit... cetu dija pulluc’het o c’hastel :
Avoalc’h eus a zomach o deveus recevet,
Hep bea davantach ganêc’h persecutet.
Ne dalfe qet e nac’h, true a meus oute :
Me garfe e ve grêt o feoc’h gant ar Roue.

Idelon.

Avoalc’h a lavarit, Richard a Normandi ;